Antanas Smetona
Antanas Smetona (Ukmergė, 10 Eost 1874 – Cleveland, 9 Genver 1944), a oa kazetenner hag a voe kentañ prezidant Lituania, hag unan eus ar bolitikerien a bouez er vro-se. Etre ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed e renas e vro. Uan eus ideologourien bouezusañ ar vroadelouriezh a voe e Lituania.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet er skol da gentañ en Ukmergė, ha war-lerc’h e Taujėnai, war an aod, ez eas d’ober e studioù en Academia Petrina e Jelgava (hiziv e Letonia), en ur skol brudet e proviñsoù rusian ar Mor Baltel. Evel studier lituanat ha katolik e savas a-enep ar reolennoù a redie ar studierien da lavaret o fedennoù e rusianeg ha da vont da ofisoù an ili ortodoks. Skarzhet e voe eus an Academia Petrina ha mont a reas neuze d’ur skolaj e Sant Petersbourg, e 1897. Eno e skigne, dre guzh, levrioù lituanek, asambles gant studierien all, hag e-pad ur pennadig e voe toullbac’het. E 1902 e echuas e studioù ha mont a reas da Vilnius, ma labouras en ur bank betek 1915.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus izili gentañ Strollad Demokratel Lituania e voe Antanas Smetona, a-raok ar brezel. Dilennet e voe e kuzul-ren ar gostezenn-se. Skrivañ a rae ivez e meur a gelaouenn lituanek ; oberiant e oa e meur a gevredigezh sevenadurel ha kelenn a rae lituaneg ivez. En e skridoù e save a-du gant dizalc’hiezh Lituania.
E 1916, asambles gant emsaverien all eus Vilnius, e kasas d’an arme alaman a oa war dalbenn ar Reter ur skrid ma oa goulennet ar gwir evit Lituania da gaout ur stad dizalc’h.
Etre an 18 hag an 22 a viz Gwengolo 1917 e kemeras perzh en ur vodadeg vras e Vilnius ha dilennet e voe e penn Kuzul Lituania (1917-1919). D’ar 16 a viz C’hwevrer 1918 e voe unan eus sinerien Disklêriadur Dizalc'hiezh Lituania.
E-pad un toullad mizioù e vevas Smetona en harlu en Alamagn hag e broioù Skandinavia, da glask harp d’an emsav lituanat.
Prezidant Lituania
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’ar 4 a viz Ebrel 1919 e voe dilennet prezidant kentañ Republik Lituania gant Kuzul Stad Lituania. D’an 19 a viz Ebrel 1920 avat e lezas ar garg-se gant Aleksandras Stulginskis, nevez-dilennet da brezidant gant ar parlamant, ar Seimas. E penn ar Strollad Broadel e voe Smetona adalek 1924, e-keit ha ma laboure evel kazetenner hag, adalek 1923, evel kelenner e Skol-veur Vytautas Magnus e Kaunas.
Pa voe staget Tiriad Memel (Klaipėda) ouzh Lituania, e Genver 1923, e voe anvet Smetona da gomiser eno ur pennad. Met e zilez a roas ha distreiñ a reas d'ar skol-veur da gelenn.
D’ar 17 a viz Kerzu 1926 e kemeras perzh en un taol-stad a-enep ar gouarnamant. D’an 19 a viz Kerzu e voe lakaet da brezidant. Envel a reas Augustinas Voldemaras da gentañ ministr. D’ar 15 a viz Mae 1928 e voe divodet ar parlamant gant Smetona hag embannet ur vonreizh nevez. E 1929 e voe skarzhet Voldemaras eus e garg ha dont a reas Smetona da vezañ ar rener nemetañ er vro, gantañ an holl c’halloudoù. Dindan renad Smetona, diktatour ha broadelour, e voe serret ar skolioù polonek a oa e kreisteiz ar vro. Harzet ha toullbac’het e voe meur a wech izili eus Strollad Komunour Lituania, a oa berzet.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Emglev Molotov-Ribbentrop, etre Alamagn hag an Unvaniezh Soviedel, e voe aloubet Lituania gant an arme soviedel e Mezheven 1940. Gouarnamant Jozef Stalin a embannas un ultimatum, o c’houlenn e vefe lezet soudarded an Unvaniezh Soviedel da vont e Lituania a-raok ar 14 a viz Mezheven, da hanternoz. Smetona a ginnigas stourm ouzh an alouberien met ne savas ket e c’houarnamant nag an arme a-du gantañ, pa gave dezho ne vijent ket evit talañ ouzh un enebour kalz kreñvoc’h egeto. Neuze e fizias Smetona renerezh ar vro er c’hentañ ministr Antanas Merkys, d’ar 15 a viz Mezheven, ha tec’hout a reas, da Alamagn da gentañ ha da Suis da c’houde.
Er Stadoù Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuitaat a reas Suis e miz Genver 1941 hag erruout er Stadoù-Unanet e miz Meurzh er bloavezh-se, goude tremen dre Bortugal ha Brazil. Eno e reas e annez. Krog e oa da skrivañ ul levr war istor Litunaia met ne c’hellas ket e echuiñ, rak mervel a reas e ti e vab d’an 9 a viz Genver 1944, abalamour ma c’hoarvezas un tan-gwall eno. Moarvat e oa ur gwallzarvoud, met lod a gontas e oa bet c’hwezhet an tan en ti gant spierien rusian eus an NKGB[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Antanas Smetona Dies in Fire: President of Lithuania Dies in Cleveland; Fled Country on Russian Occupation", The Montreal Gazette, 10 a viz Genver 1944, S. 19